|
Kohanno
nevez
|
|
|
|
 |
Livour ha Skrivagner
Livour ha skrivagner, setu lakaet e
daou c'her un oberenn ken lies ; arzour, donezonet
evit an arzoł, a vije marteze gwell.
Ganet e Sarzhav (bro Wened), e oa
chomet Langleiz stag mat ouzh ar maezioł, koulz ar vro
evel an dud, ar Vretoned m'en doa dastumet o c'hanoł,
primstuet o labourioł, treset o dilhad.
Savet ag un tiegezh a-gozh, a-c'houde
ouzhpenn 500 vloaz e Breizh, en deus gouezet mirout e
hengounioł, ha lakaat ivez e dud en e dro da asantiń
d'e c'halv a livour.
Kentań durc'hadurioł e vuhez a zeue ag
e voem dirak e eontred :
René du GUERMEUR, breur e vamm,
marc'heger, hoalus bras, marvet diwar e c'hloazadennoł
er brezel 1914-18 ;
Elie de LANGLAIS, breur e dad, maer
Sarzhav, kuzulier meur, a ouie komz un tamm brezhoneg,
digor ouzh ar re 'rall hag emroüs kaer. Perzhioł e
dad-kuńv en doa a-du 'rall, Amédée de FRANCHEVILLE,
spered lemm ha livour amatour ijinus anezhań.
vet en deus e vugeliezh etre Kohanoł
Surzhur (bro Wened) hag Argelčs-Gazot er Pireneoł, ma
kare e dud chom er goańv heolietoc'h. En amveziadoł-se
en devoe kelennerion er gźr. Levezonet kaer e voe e
stuzegezh gant unan anezhe, ar beleg Carazé, kure en
Argelčs, e lakaas da zizoleiń al lennegezh ha da
garout Euskadi, c'hoazh m?en doa ezived da Vreizh.
Abred kaer e plijas dezhań tresań ;
harpet gant e vamm ha gant c'hoar e vamm e c'hounezas
aotre e dad da heuliań kentelioł e skol an Arzoł Kaer
e Naoned (1922) hag e re Paris (1926-1928).
En diamen e Paris e kavas e dro da
dostaat ouzh Breizh ha da zeskiń brezhoneg e unan el
levrioł p'en doa amzer vak. Startaet e voe e
vignoniezh gant Xavier V. HAAS en doa anavezet e
Sarzhav, ha krouet liammoł gantań a badas tre d'ar fin
dreo c'henhoal d'an engravań ha degemer an tiegezh
HAAS e Paris
Neuze e voe an arme, e gońje e
Fontainebleau ; a drugarez Doue e oa kezeg, koadoł,
mignoned... aet an den da Maréchal-des-logis-chef, ur
c'haer a zisoc'h evit un arzour.
Distro e Breizh, e ti e dud e Kohannoł
en em roas da livań. Amzer ar Seiz Breur e oa, ma voe
kevredet a dost en o arz breizhat liesdiskiblek, a
c'hounezas seveniń Pabell Vreizh e Diskouezadeg
etrevroadel Paris (1937) gwelout ar buhezskrid diaheul
. Hag eń da ziazezań Labouradeg an Arz kristen gant an
tisavour James Bouillé.
Nav bloaz n'en doa ken evit bout
anavezet, en arbenn ag ar brezel. Puilh ha turmudek e
veze an amzer-hont kent ar brezel, un nevezadur bras e
oa d'an arz e Breizh, pinvidik m'edo c'hoazh an Iliz e
tro da adeiladiń ha da ginklań. A droc'h kaer e
laboure, e save steuńvoł, e rae imbourc'hoł kalvezel,
e c'houneze urzhiadoł daoust d'e oad yaouank. Dimeziń
a rae er bloaz 1931 gant Annick Gazet du Chatelier
(m'en devoe pevar a vugale), a voe un harp dezhań
a-hed e vuhez hag a lakaas e oberenn da vout anavezet
goude e dremenvan.
Pa grogas ar brezel 1939-45 e voe
enluet evit un « iskriv a vrezel », ma chomas da
baouez e Gwened, ma ne spire ket ar c'hezeg da
zeverrań e amzer ; plijet e vefe oc'h anaout broioł
arall (Siria), hogen nac'het eo outań. Ezluet e 1940,
ne zeue urzhiad ebet dezhań. E-doug pemp bloaz e voe
Frańs o vevań un distro da zerou ar c'hantved, rekizet
e oa ar c'hirri, arsavet an tredanań, dizurzhiet pep
tra, amzer ar c'hirri dre gezeg a veze en-dro. Ne oa
lec'h ebet mui d'an arzourion.
E 1941 e rae e sońj mont da Roazhon ma
voe barner arzel ha lennegel gant ar gelaouenn La
Bretagne. A bouez bras e voe e staliadur e Roazhon ma
lakaas e diegezh da zont. N'en doa ket ankouaet e
c'hourenez a Reviz, e Roazhon neoazh e reas hiziviken
e oberenn livour.
Echu ar brezel e c'hounezas korvo ag ar
frankiz vale a-benn andoniań e Breizh ha dre e veajoł
e tiwanas oberoł stank : un diskouezadeg
c'hlaouadennoł ha livadennoł war menezioł Arre,
tresadennoł a-zivout enez Sun, e dud hag e lec'hioł,
un albom diwar Sant-Maloł gwastet. E oberennoł
diwezhań intret gant kement a werc'helezh e oant,
hiviziken e voent awenet gant e faltazi.
Kemm digemm ma veze « buhez un arzour »
e 1948, ez asantas mont da gelenner da skol an Arzoł
Kaer e Roazhon. Eurvezhioł frankiz a-walc'h en deveze
evit derc'hel gant e oberennoł :
Freskennoł, hentoł ar Groaz,
Taolennoł, tresadennoł,
Skeudennań levrioł hag engravań,
Levrioł gallek pe vrezhonek,
Stuiennoł kalvezel war al livań dre
eoul
Rannvelour touet, e oa emellet en «
Emsav breizhat » ma c'hoarias ur roll a-bouez evit
unvaniń skrivadur ar brezhoneg, ma skoazellas skignań
al levrioł brezhonek gant Ar B.A.L.P. Kadoriad Kelc'h
keltiek Roazhon, kensaver Kamp etrekeltiek ar
Vrezhonegerion gant an Itron Vefa de BELLAING ha Ronan
HUON, n'en doa ket paouezet a zifenn krog ar
brezhoneg. O kuzuliań an eil, oc'h unvaniń ar re all,
e veze digor e zor dalc'hmat e tro kreisteiz evit
lezel e veurevezh gant al labour, rak ul labourer tenn
e oa, sonn e vennantez, daoust d'e vin karadek. Un den
a labour eo bet an hunvreer-se.
Un imbourc'h pad eo bet e vuhez
durc'haet d'ar gwellań ha d'ar gened « oc'h ober
kalvar ha merzherinti un arzour », un doare klask d'ar
Graal :
Imbourc'h rinek en e oberenn lennegel,
relijiel en e oberenn livour,
Imbourc'h kalvezel e peurwellder al
linenn koulz hag an diazez.
E c'hoa d'ar peurwell en degase da
gavout gwell e livadennoł diwezhań diwar goust e
oberennoł koshoc'h, ken na zegouezhe dezhań distrujań
taolennoł a-wezhall pe o zreiń a-benn o adarverań.
Daoust e garantez ouzh Breizh en deus
mennet reiń d'e oberenn ur par hollvedel ha deuet eo
a-benn dreist-holl dre al lennegezh, gant e Technique
de la peinture ą l?huile [Kalvezder al livań dre eoul]
bet troet e japaneg hag en izelvroeg, e Roman du roi
Arthur [Romant ar roue Arzhur] stag ouzh tem hollvedel
ar moliaezh arzhuriat, bet kurunet gant Akademiezh
Frańs. Siwazh, ned eo ket bet troet e levrioł e
saozneg.
Gopret bet e oberenn livour gant Priz
Blumenthal e 1939 ha Priz New York e 1962. Prenet ma
'z eo bet e staliad engravadennoł gant Mirdi Breizh e
Roazhoan e c'hello e oberenn skeudenner bezań gwelet
gant an holl ; er savadurioł relijiel, digor ar pep
muiań anezhe d'an dud, hag e Mirdi Leon e Lesneven e
vo tro da zaremprediń e oberennoł ramzel.
Marvet 69 vloaz, e Roazhon, da heul ur
vuhez barr, hep bout peursevenet, e vefe bet plijet o
lakaat e brezhoneg levrennoł all Roman ar roue Arzhur.
Sońj hor bo ag un den yaouank dalc'hmat, brient ar re
o tispartiań abred. R'en devo kavet ar peoc'h, a pa
lavare : « ar brederi a zougan ennon ne arsavo nemet
ganin ».
Tugdual de LANGLAIS
Troidigezh : Turiaw AR MENTEG