Buhezskrid

 

(skeudenn gant Gaëtan de Langlais)

avier de LANGLAIS

Kohanno nevez

LANGLEIZ

1906-1975

Livour ha Skrivagner

Livour ha skrivagner, setu lakaet e daou c'her un oberenn ken lies ; arzour, donezonet evit an arzoù, a vije marteze gwell.

Ganet e Sarzhav (bro Wened), e oa chomet Langleiz stag mat ouzh ar maezioù, koulz ar vro evel an dud, ar Vretoned m'en doa dastumet o c'hanoù, primstuet o labourioù, treset o dilhad.

Savet ag un tiegezh a-gozh, a-c'houde ouzhpenn 500 vloaz e Breizh, en deus gouezet mirout e hengounioù, ha lakaat ivez e dud en e dro da asantiñ d'e c'halv a livour.

Kentañ durc'hadurioù e vuhez a zeue ag e voem dirak e eontred :

René du GUERMEUR, breur e vamm, marc'heger, hoalus bras, marvet diwar e c'hloazadennoù er brezel 1914-18 ;

Elie de LANGLAIS, breur e dad, maer Sarzhav, kuzulier meur, a ouie komz un tamm brezhoneg, digor ouzh ar re 'rall hag emroüs kaer. Perzhioù e dad-kuñv en doa a-du 'rall, Amédée de FRANCHEVILLE, spered lemm ha livour amatour ijinus anezhañ.

vet en deus e vugeliezh etre Kohanoù Surzhur (bro Wened) hag Argelès-Gazot er Pireneoù, ma kare e dud chom er goañv heolietoc'h. En amveziadoù-se en devoe kelennerion er gêr. Levezonet kaer e voe e stuzegezh gant unan anezhe, ar beleg Carazé, kure en Argelès, e lakaas da zizoleiñ al lennegezh ha da garout Euskadi, c'hoazh m?en doa ezived da Vreizh.

Abred kaer e plijas dezhañ tresañ ; harpet gant e vamm ha gant c'hoar e vamm e c'hounezas aotre e dad da heuliañ kentelioù e skol an Arzoù Kaer e Naoned (1922) hag e re Paris (1926-1928).

En diamen e Paris e kavas e dro da dostaat ouzh Breizh ha da zeskiñ brezhoneg e unan el levrioù p'en doa amzer vak. Startaet e voe e vignoniezh gant Xavier V. HAAS en doa anavezet e Sarzhav, ha krouet liammoù gantañ a badas tre d'ar fin dreo c'henhoal d'an engravañ ha degemer an tiegezh HAAS e Paris

Neuze e voe an arme, e goñje e Fontainebleau ; a drugarez Doue e oa kezeg, koadoù, mignoned... aet an den da Maréchal-des-logis-chef, ur c'haer a zisoc'h evit un arzour.

Distro e Breizh, e ti e dud e Kohannoù en em roas da livañ. Amzer ar Seiz Breur e oa, ma voe kevredet a dost en o arz breizhat liesdiskiblek, a c'hounezas seveniñ Pabell Vreizh e Diskouezadeg etrevroadel Paris (1937) gwelout ar buhezskrid diaheul . Hag eñ da ziazezañ Labouradeg an Arz kristen gant an tisavour James Bouillé.

Nav bloaz n'en doa ken evit bout anavezet, en arbenn ag ar brezel. Puilh ha turmudek e veze an amzer-hont kent ar brezel, un nevezadur bras e oa d'an arz e Breizh, pinvidik m'edo c'hoazh an Iliz e tro da adeiladiñ ha da ginklañ. A droc'h kaer e laboure, e save steuñvoù, e rae imbourc'hoù kalvezel, e c'houneze urzhiadoù daoust d'e oad yaouank. Dimeziñ a rae er bloaz 1931 gant Annick Gazet du Chatelier (m'en devoe pevar a vugale), a voe un harp dezhañ a-hed e vuhez hag a lakaas e oberenn da vout anavezet goude e dremenvan.

Pa grogas ar brezel 1939-45 e voe enluet evit un « iskriv a vrezel », ma chomas da baouez e Gwened, ma ne spire ket ar c'hezeg da zeverrañ e amzer ; plijet e vefe oc'h anaout broioù arall (Siria), hogen nac'het eo outañ. Ezluet e 1940, ne zeue urzhiad ebet dezhañ. E-doug pemp bloaz e voe Frañs o vevañ un distro da zerou ar c'hantved, rekizet e oa ar c'hirri, arsavet an tredanañ, dizurzhiet pep tra, amzer ar c'hirri dre gezeg a veze en-dro. Ne oa lec'h ebet mui d'an arzourion.

E 1941 e rae e soñj mont da Roazhon ma voe barner arzel ha lennegel gant ar gelaouenn La Bretagne. A bouez bras e voe e staliadur e Roazhon ma lakaas e diegezh da zont. N'en doa ket ankouaet e c'hourenez a Reviz, e Roazhon neoazh e reas hiziviken e oberenn livour.

Echu ar brezel e c'hounezas korvo ag ar frankiz vale a-benn andoniañ e Breizh ha dre e veajoù e tiwanas oberoù stank : un diskouezadeg c'hlaouadennoù ha livadennoù war menezioù Arre, tresadennoù a-zivout enez Sun, e dud hag e lec'hioù, un albom diwar Sant-Maloù gwastet. E oberennoù diwezhañ intret gant kement a werc'helezh e oant, hiviziken e voent awenet gant e faltazi.

Kemm digemm ma veze « buhez un arzour » e 1948, ez asantas mont da gelenner da skol an Arzoù Kaer e Roazhon. Eurvezhioù frankiz a-walc'h en deveze evit derc'hel gant e oberennoù :

Freskennoù, hentoù ar Groaz,

Taolennoù, tresadennoù,

Skeudennañ levrioù hag engravañ,

Levrioù gallek pe vrezhonek,

Stuiennoù kalvezel war al livañ dre eoul

Rannvelour touet, e oa emellet en « Emsav breizhat » ma c'hoarias ur roll a-bouez evit unvaniñ skrivadur ar brezhoneg, ma skoazellas skignañ al levrioù brezhonek gant Ar B.A.L.P. Kadoriad Kelc'h keltiek Roazhon, kensaver Kamp etrekeltiek ar Vrezhonegerion gant an Itron Vefa de BELLAING ha Ronan HUON, n'en doa ket paouezet a zifenn krog ar brezhoneg. O kuzuliañ an eil, oc'h unvaniñ ar re all, e veze digor e zor dalc'hmat e tro kreisteiz evit lezel e veurevezh gant al labour, rak ul labourer tenn e oa, sonn e vennantez, daoust d'e vin karadek. Un den a labour eo bet an hunvreer-se.

Un imbourc'h pad eo bet e vuhez durc'haet d'ar gwellañ ha d'ar gened « oc'h ober kalvar ha merzherinti un arzour », un doare klask d'ar Graal :

Imbourc'h rinek en e oberenn lennegel, relijiel en e oberenn livour,

Imbourc'h kalvezel e peurwellder al linenn koulz hag an diazez.

E c'hoa d'ar peurwell en degase da gavout gwell e livadennoù diwezhañ diwar goust e oberennoù koshoc'h, ken na zegouezhe dezhañ distrujañ taolennoù a-wezhall pe o zreiñ a-benn o adarverañ.

Daoust e garantez ouzh Breizh en deus mennet reiñ d'e oberenn ur par hollvedel ha deuet eo a-benn dreist-holl dre al lennegezh, gant e Technique de la peinture à l?huile [Kalvezder al livañ dre eoul] bet troet e japaneg hag en izelvroeg, e Roman du roi Arthur [Romant ar roue Arzhur] stag ouzh tem hollvedel ar moliaezh arzhuriat, bet kurunet gant Akademiezh Frañs. Siwazh, ned eo ket bet troet e levrioù e saozneg.

Gopret bet e oberenn livour gant Priz Blumenthal e 1939 ha Priz New York e 1962. Prenet ma 'z eo bet e staliad engravadennoù gant Mirdi Breizh e Roazhoan e c'hello e oberenn skeudenner bezañ gwelet gant an holl ; er savadurioù relijiel, digor ar pep muiañ anezhe d'an dud, hag e Mirdi Leon e Lesneven e vo tro da zaremprediñ e oberennoù ramzel.

Marvet 69 vloaz, e Roazhon, da heul ur vuhez barr, hep bout peursevenet, e vefe bet plijet o lakaat e brezhoneg levrennoù all Roman ar roue Arzhur. Soñj hor bo ag un den yaouank dalc'hmat, brient ar re o tispartiañ abred. R'en devo kavet ar peoc'h, a pa lavare : « ar brederi a zougan ennon ne arsavo nemet ganin ».

Tugdual de LANGLAIS

Troidigezh : Turiaw AR MENTEG

Kohanno Khoz ti-annez ZL assavet gantan e-unan

Ar Seizh Breur

Un arvez arall ag e bersonelezh a vo dizoloet ganimp bremañ. Ganet e Breizh en doa kavet e vreizhegezh hag a-hed e vuhez e voe abostol sevenadur Breizh hag ur stourmer anezhañ.

Da gentañ e voe unan eus ar Seizh Breur [seizh, niver hud, un doare « Pléiade » a Vreizh']. E gwirionez, ouzhpenn seizh e voent' Gant Jeanne MALIVEL ha René-Yves CRESTON e voe diazezet an emsav sevenadurel-mañ, e 1923. Arzourion yaouank anezhe, gred enne, e c'hoantaent nevezadur an arzegezh vreizhat, bet manet stag ouzh an togoù mod kozh, ar bragoù bras, pe ar volennad sistr, eleze ouzh ar « bretonirioù » gwallvrudet e doare Théodore Botrel.

D'o heul e teuas meur a arzour yaouank donezonet, c'hoant gante pellaat diouzh hent o diaraogerion, mennet kentoc'h da glask an traoù diles. Arz Breizh en e bezh a vennent neveziñ hag azasaat ouzh an amzerioù nevez, o virout dezhañ e spesadelezh, dre gemm an arz diloc'h en un arz war emdreiñ gant ar spered kelt. En emsav sevenadurel-mañ e oa dreistholl Jeanne MALIVEL, met ivez James BOUILLÉ, Xavier HAAS, Georges ROBIN, hag ur bern re 'rall. Xavier DE LANGLAIS (LANGLEIZ) a voe en o mesk, an hini yaouankañ ag ar bare. 18 vloaz ne oa ken pa 'z eas gante.

A-bouez e voe an emsav-mañ war lod ag e oberoù, an hini nebeutañ anavezet d'an dud, an engravañ. Mat eo lakaat meiz ez eo ungenezh oberoù hevelep arzourion vreizhat evit a sell an engravañ. Evidon-me ne gav ket din ez afed re bell o lavarout ez eus bet ur wir skol gant an arzourion-mañ, a-fet engravañ atav, e doare skol Pont-Aven a-fet al livañ' Meur a wezh e tegouezhas d'an engraverion labourat kevret, a-benn embann ur steudad sent Breizh da nebeutañ, pep hini o vout karget ag un niver engravioù. Brav eo gwelout en deus pep unan graet diouzh e stil, kenstag mand eo neoazh an hollad, diouzh skoueraat mennoz ar skol a venegan amañ.

Bezañ Seizh Breur a oa ur framm spered, un ivoul kuitaat al leur gozh, ur c'hlask d'an diles. Ne oa ket bet hevelep tuadur hep en devout krog war livouriezh LANGLEIZ. Ne venne ket ober « bretonirioù », eñ ivez. Eno, a soñj din, e ranker klask diazez hevelep nac'h, pa felle dezhañ bout feal da engouestl e yaouankiz. Ent diac'hinek e oa mennet da reiñ d'e livadennoù un arvez hollvedel ha neptu, e sigur diankañ diouzh an arzaeloù taolet war e ziaraogerion koulz ha war e gempredidi. Marteze e c'heller displegañ arwarzh al livouriezh « testoù an amzerioù tremenet », disprizet a-walc'h gant ma zad, dre emdro prim hon sevenadur : hevelep livadennoù zo deuet neuze da destoù ag un amzer a zo bet, ezvezant enne donezon ha personelezh an arzour' Dianav e ve manet moarvat arzourion niverus hanterenn gentañ an ugentvet kantved keneve d'ar reverzhi kalvezel-se.

Ne oa ket neoazh gwell Vreizhad eget ma zad. Evit an abegoù displeget a-baouez, n'en doa ket c'hoantaet ma ve merket e livadennoù dre e orin ; dibaot a wezh e veze Breizh el lodenn-mañ ag e oberoù. A-zifezh kaer en doa graet, me zo sur deoc'h, rak dre vras eo kement-se a zisklerias din un dro bennak a-zivout an argraf-se ma oan prederiet gantañ' Mennet e oa da chom en eñvor evel ul livour klasel ha neket evel test e amzer.

LANGLEIZ a oa a-genglot gant James BOUILLÉ, Labouradeg vreizhat an Arz kristen a ziazezjont, o oberenn glokañ o vout chapel Skolaj Sant-Jozeb Lannuon, m'o doa prederiet war bep munud, betek an dilhad oferenn, bet sevenet e Labouradeg liderezhel an Itron de PLANHOL, e diazalc'h Labouradeg vreizhat an Arz kristen.

Aet James BOUILLÉ da anaon goude reuz 1945, da heul e vac'hadur direizh, ne chomas ket bev Labouradeg an Arz kristen war-lerc'h e ziazezer.

Diwezhañ kadoriad ar Seizh Breur e voe LANGLEIZ war-lerc'h ar brezel. N'edod ket ganti ken hag ez eas an emsav da get e unan hep dale pell.

Gaëtan de Langlais

Troidigezh : Turiaw AR MENTEG

Ouvrages consacrés aux Seiz Breur :

Ar Men n°52 et 55 de Daniel Le Couëdic