Armor Magazine
Ur romant faltazi e brezhoneg embannet ar wech kentañ e 1944 gant Skrid ha Skeudenn, ha distrujet an hanter vrasañ dioutañ gant bombezennoù. Un embannadur all vo kaset da benn e 1949 gant ar BALB (Breuriezh Al Levrioù e Brezhoneg) met louedet eo bet ul lodenn vras ar wech-mañ... Ret e oa kaout kalon evit kenderc'hel ! Graet eo bet !
Avel vat war an trede embannadur !
Ar c'hinnig zo bet savet gant Maodez Glandour e 1949 hag ar rakskrid gant Langleiz ec'h-unan. Troet eo bet ar romant e galleg e 1946 dindan an anv : L'ILE SOUS CLOCHE, embannet gant Aux portes du large hag e 1965 ha 1982 gant Denoel.
Ur plac'h yaouank aet he bag er mor e-kreiz ur gorventenn a zo taolet war un enezenn dianav, Enez ar Rod. Enni e vez o chom boudoù bev, tost-kar d'ar re spontusañ a vez gwelet hirio an deiz war skrammoù skinwel ar bed, ha krouadurioù ar Skiant ha n'eo ket atav skiant faltazi...
Diskoulm ebet evit gellout distreiñ d'he bed orin ? Ne vo ket tra-walc'h gant he ferzhioù azasadurezh, hec'h ijin ha zoken he faltazi, ha koulskoude...
Aes da lenn, skrivet en ur yezh klasel ha displeget, ouzhpenn, e fin al levr, ar pozioù gwenedek ha n'int ket gwall anavezet.
Ar skrivagner :
Xavier de Langleiz 1906-1975, skrivagner hag arzour. E strollad ar Seiz breur e oa-eñ, strollad savet e amzer an Arts déco. gant René Creston (1924). Keit ha ma oa ar skrivagner o studial e skol an Arzoù-kaer e Pariz eo kroget da zeskiñ brezhoneg ha stumm gwenedek ar yezh pa zistroe da vro Wened. Brudet eo ul lodenn vat eus e oberennoù, da skouer Tristan hag Izold, Kanoù en noz, Romant ar roue Arzur, Ene al linennoù, h.a. Kenlabouret en deus gant kazetennoù arzel ha lennegel ivez. E dresadennoù, e livadurioù eo a zo kalz brudetoc'h c'hoazh.
Garmenig IHUELLOU
An embanner :

Mouladurioù Hor Yezh renet gant Tereza Desbordes, o deus kaset war-raok al labour. Ul levr a 310 pajenn skeudennet kaer-meurbet gant tresadennoù an oberour.
Priz al levr : 140 lur, 21,34 Euro. - Mouladurioù Hor Yezh, 1, Plasenn Charles Peguy - 29260 LESNEVEN.